Lizherenneg an esperanteg

Skrivet e vez an esperanteg gant 28 lizherenn. 22 anezho a zeu war-eeun eus al lizherenneg latin diazez, hag ar 6 all ivez met un tired a zo ouzhpennet dezho. Pep hini eus an 28 lizherenn-se, pe e vefe tiredek pe ne vefe ket, a zo ur gwir lizherenn (eleze e vez sellet bepred ouzh 'ĉ' da skouer evel ur gwir lizherenn ha n'eo ket evel "ur seurt 'c'") hag he deus he flas dezhi hec'h-unan e-barzh urzh al lizherenneg.


Developed by StudentB